DAO - Deskiñ brezhoneg d'An Oadurien

Français | Brezhoneg


Deskiñ brezhoneg e 6 miz

3 aozadur a ginnig ur stummadur hir war ar brezhoneg e 6 lec’h disheñvel e Breizh (Landerne, Plañvour, Karaez, Roazhon, Douarnenez ha Gwengamp) : 6 miz gant sizhunvezhioù kentelioù ha stajoù. Diouzh an aozadur e c’hellit kregiñ ganti e miz Gwengolo, miz Here pe miz Genver. Kit e darempred gant ar frammoù kelenn evit kaout titouroù war an doare efedus-mañ da zeskiñ brezhoneg. Kartenn


Stummadur

D’an 13 a viz Meurzh 2010 e kinnigo DAO un devezh-stummañ e Karaez. Brieg ar Menn a ginnigo reolennoù an distagadur e brezhoneg hag ar poelladennoù da gelenn anezhañ d’an dud deuet.


DAO

Diwar intrudu burev Kuzul Sevenadurel Breizh e oa bet lañset ar mennozh bodañ evit ar wech kentañ ar frammoù kelenn evit an dud deuet e 1996. Da heul un nebeud emvodoù labour ha divizoù e oa bet sammet gant Ofis Ar Brezhoneg aozadur ar framm a zo deuet da vezañ Deskiñ d’An Oadourien, krouet e 2001.

D.A.O. a zo he falioù sikour an deskidi, ar gelennerien hag an aozadurioù dre ziorren an eskemm etrezo, micherelaat ar c’helenn brezhoneg d’an dud deuet ha lakaat ar c’helenn-se war-wel, kinnig ur stummadur d’ar gelennerien, resisaat palioù bep bloavezh-skol, brudañ ar stajoù brezhoneg, titouriñ an deskidi war al lec’hioù a ginnig ur stummadur war ar yezh...

Pal D.A.O. n’eo ket lakaat an holl aozadurioù war ar memes patrom. Pep a spered hag a zoare d’ober zo gant ar c’hevredigezhioù ha ret eo mirout al liesseurted-se. E-keñver tachennoù zo eo pouezus koulskoude mont war-raok evit unvaniñ anezho : kaout ur programm boutin, kaout prizioù tost a-walc’h etre an aozadurioù da skouer.

Ar stummadur war ar brezhoneg an tostañ deoc’h ! : pellgargañ listennad 2009/2010 an aozadurioù kelenn

Poelladennoù brezhoneg : dao.skol

Mont e darempred : darempred@dao-bzh.org



6 plasenn Gwirioù Mab-den 29270 Karaez Pgz/Tél : 02.98.99.94.24